Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/182

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Roueed kuruned-aour ; ha c’houi
’Zo er bed-mañ o zujidi ;
Neb ’ra lezen, neb dle senti,

Pautred, merc’hed, yaouank ha kos,
Meulit an Autrou deiz ha nos ;
D’ezañ hepken eo dlet bennos !

An Hini ’zo uhel e c’hloar
Dreist d’an nenvou ha d’an douar,
’N eus græt d’e bobl madou dispar.

Ra zavo ’ta dreist pepini
O c’hanaouen a veuleudi
E vugale, mibien e di.