Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/188

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Ra vo ar persier digoret, — gedour, —
Ra vint seder digemeret ;
Ra vo savet an daul timat ;
Pa zigemer, digemer mat.

— Aberz mab hor roue ’momp deut, — autrou, —
Da c’houlen ho merc’h da briet,
Da c’houlen ho merc’h gant enor,
Da briet ho merc’h Azenor.

— Lausket awalch e vo gantañ — va merc’h, —
Pautr huel ha koant, a glevañ ;

Koant hag huel va merc’h ivez,
Kun evel evn, gwenn evel lez. —