Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Eskob Is eured a lidas, — laouen —
Ha pemzek deiz krenn e padas ;
Pemzek deiz banvez ha koroll ;
An delenourien en o roll.
— Da eo ganec’h, va greg ioliz, — bremañ, —
Ma ’z aimp-ni d’ar gaer war hor c’hiz ?
— Ne rann forz, va fried nevez,
Lec’h a yefec’h me yei ivez. —
He mam-gaer evel m’he gwelas — arru —
Gant an erez-tag a vougas :
— Ober a rai an oll bremañ
Fouge gant ar beg melen-mañ !