Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Ar roue kos a c’houlenne, — paourkæs ! —
Gant ar verdaïdi neuze :
— Merdaïdi, na nac’het ket :
Daoust hag ema va merc’h devet ?
— Ho merc’h nedeo ket devet c’hoas, — autrou, —
Devet e vo aben warc’hoas ;
’Ma hi atau e beg an tour,
O kana he c’hlevis neizour.
O kana he c’hlevis neizour, — autrou, —
Kana sïoul, oh ! kana flour :
« Ho pezet, ho pezet true,
True outo, o va Doue ! » —