Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/193

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



IV


Azenor o vonet d’an tan, — an deiz —
Ken dibreder evel eun oan’
Gwenn he dilhad, ha diarc’hen,
Flak war he skoaz he bleo melen.

Azenor o vonet d’an tan, — paourez, —
Holl a lare bras ha bihan :
Pec’hed eo, zur, pec’hed marvel
Devi eur wreg tost da c’henel ! —

Holl hirvoude bras ha bihan — en hent
Nemet he mam-gaer he unan :