Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— Boemet, mechans, an tan ganti ;
Pa na zev ket, red ’he beuzi ! —
V
— Petra war vor hoc’h eus gwelet, — merdead ? —
— Eur vag hep roenv na goel ebet ;
Ha war an aroz, da sturier,
Eun ael, e eskell digor-kaer.
Eur vag war vor a welis pell, — autrou, —
Eur wreg enni gant he bugel,
He bugelig ous he bronn wenn
’Vel eur goulm ous ribl eur grogen.