Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Stravil bras a zo er c’hastel :
Ar vam-gaer zo ’vont da vervel.
— An ifern em harz zo digor, — lezvab, —
En han Doue ! deut-hu d’am skor !
Deut-hu d’am skor, me zo daonet !
Ho pried c’hlan am eus gwallet ! —
Ne oa ket he genou sarret, — setu, —
Setu o tont eun aer flemmet
O c’houibanat, stlejas e meas
Hag he flemmas hag he mougas.
Hag he lezvab emeas raktal, — ha kwit, —
Ha kwit trezek ar broiou all ;