Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/20

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


æ = e en Treger, ea, ae en Leon ;

au = ô en Treg., ao en Leon.

Eur giriou bennak a zo troet tam pe dam, eus eur pennad d’egile, dious ma vez ar pennadou-ze tostoc’h da yez eur c’hanton pe d’eun all. An tri doare lavar peus-hanval a Leon, Kerne ha Treger a zo talvoudus bras d’e beza mesket en eur yez skrivet, a vez pinvidkaet gant giriou ha giziou prezeg pepini ane, pa vent mat d’an holl. Ar yez furmet erc’hisse a c’hall, avat beza skrivet eun nebeut dishanval, dious ma vez prezeg Leon, pe Kerne pe Treger o trec’hi war ar re-all.

Er gwerziou dreistoll e c’haller digemeret divorc’het ar sort meskaduriou reis ha fur ; ne c’hallont nemet beza mat d’ar yez holl, ha d’emgleo kement hini a gomz anei, o lakât kevret daou dra c’houek ha dudius : beza a-unan ha dishanval.