Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/203

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



XXIII


ER BELEG FORBAÑNET


――――


Cheleuet ur person a eskopti Guéned
Pèl doh er ranteleh eit er fé forbañnet ;
Pèl é a gorv dohoh, mes é intansion
E zou perpet genoh kerklous èl é galon.

A houdé en amzér kri ha diskonfortus
Ma hon pelleit dohoh dré ordreu maleurus,
Dirak men deulegad perpet en hou kuélan
Hag ar hou poénïeu dé ha noz é ouilan.