Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/219

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Gant aoun ar c’hi, kwit ec’h eas,
O oela ahed an hent bras.

An intanvez paour a oele :
— Petra ’roin-me d’am bugale ?

D’am bugale petra ’roin-me,
Pa larint : « Mam, naoun am eus-me ! — »

Ne wele ket e hent ervat,
Gant an daelou en he lagat.

En hanter-hent pa oe digouet,
An autrou kont he deus kavet ;

Autrou kont maner Pratuloc’h,
O vont da heizal da Goatloc’h ;