Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/226

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Siouas d’eomp ! trubardet omp bet !
En douar fall, ’ma fall an et.

Goas-oc’h-gwas, kriz-oc’h-kriz ar bed ;
Diskiant eo neb n’her gwel ked.

Diskiant neb eas da gredi
E teuy da c’houlmed ar brini ;

Da gredi e vleunio biken
Lilïou war gouriou raden ;

Neb eas da gredi e koue
An aour melen deus beg ar gwe.

Deus beg ar gwe ne goue ’netra
Nemet an deliou sec’h na ra ;