Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/229

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




XXV


KOUEADEG AN DELIO


(Dioc’h galleg Millevoye.)


Gant c’houe an diskar-amzer kri
’Ha ’n delio, hini a hini ;
Distag dious o skour, e varvont ;
War an douar, du-ma du-hont,

’Meint ledet en eur gwiskad bras ;
Hag ar c’hoajo zo sec’h ha noas,
O tivoer ar bod goaskedus
Ma kane mouez an estig-kus…