Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XXVII
AN OZAC’H KOS HAG E VUGALE
- Kinniget en envor
- D’Audren a Gerdrel,
- Den reis, a rae enor
- D’e vro Breiz-Izel.
- Kinniget en envor
Eur Breizad kos, hag a ouie
Ne vannche ken pell er bed-mañ,
P’hen jeche an douar gantañ,
A c’houlas rei d’e vugale
Araug dispartïañ dioute
Eur gentel deus ar re wellañ.
Gant peder baz hag eur c’hevre
E reas eur pakad a-zoare,