Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/246

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Alïes ar seurt kelenno
A vije, pelloc’h, ’n e c’heno ;
C’hoas, pa oe war e dremenvan,
D’e vibien, tost d’añ, en goelvan,
’Lere ar c’hoziad : — Kenavo !
Me ya davet ma gourdado ;
’N em glevet, chomet a-unan,
Bugale gaes, bras ha bihan ;
Paul, ha Kaourintin, hag Ervoan,
’N em glevet ! chomet a-unan ! —