Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/248

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


A drid kalonou kri ’n o c’hreiz,
’Zo bet tonket eun emgann reiz ;

Eun emgann reis zo divizet
"Wit diroestla eur skoulm kalet ;

’Wit diroestla eur skoulm kalet
Gant an dir, ous e droc’hañ net :

Ewit gout piv o daou roue
A zeuy da zujed d’egile ;

’Wit gout pini eus o diou vro
A roy d’eben he lezenno,

A roy he lezenno d’eben
A oad da oad, da virviken.