Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/256

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— En em dronplañ a rit, siouas !
Ouspen triouec’h mil hen gwelas ! —

Dal ma ’n deus klevet, an tad kez
A zav ennañ eur goall-vroez ;

Gant eur vouez spontus, an den kos
A daul war e vab mil mallos :

— Koll omp ’ta gant e boeltroniez,
Tra didalvez, kalon heiez !

Den lausk, dizenor d’am bleo gwenn,
Mar teu d’em ziskouez d’iñ biken

Me lammo gantañ ar vue
En deus hirrat dre ’r goall-daul-ze ! —