Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/259

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Kased oñ digant roue Rom
D’ho konforti… — N’eus ked ezom :

Va mibien hena zo maro
’Vel ma tlient, ewid o bro ;

’Oelañ ket d’o c’holl enorus…
— Ar yaouankañ, ’vat, zo eurus !

A drugare Doue, ar paut
En deus bet eur chans-vat dibaut ;

Mi ’maes demeus eur risk ken bras,
Deus e vreudeur e talc’ho plas.

— Ayoul ’ve marv gant an daou all,
Araug ober eun taul ken fall !