Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/26

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



I


AR BRETON


(Sonet)


Chetu aze eur fall a loen !
Pa ve grommet, en em zifenn.


D’e oll grouadurien Doue ’ro peadra
Da zifenn o buez dious o enebourien ;
Rak eur brezel a vez atao ’bars er bed-ma :
N’eus nemet an Ankou a lak ar peuc’h da ren.

Ar bleiz en deus bet nerz, al louarn finesa,
An tarv eur goall gerniou, an aer eur binim yen ;
An den e spered lem, trec’h d’al loen ar c’hrenva,
Hag ar vroeg he c’hened trec’h da spered an den.