Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/260

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Ganec’h oñ souezet, avat !
Evelse eo e komz e dat

Deus eur pautr yaouank a veuler
Hag a garer dreoll en ker ?

— Perak eta e teu e vrud
Da nijal stank dre c’heno ’n dud ?

Dre ’n eus tec’het, an traïtour,
O lezel trec’h gant ’n enebour ?

— Penaus ! n’ouzoc’h ket ? Ni zo trec’h !
— Ma Doue ! n’eo ket bet en tec’h ?

— Tec’het ’n eus ’wit mad e vroïs,
Neket d’ober d’e taul traïs