Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/263

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


An Albaned, a zouj goall-eur,
A gri : « ’N em zikouret, breudeur ! »

Kaer ’n oa hastañ an eil Gurias :
E vreur oa marv pa harrïas.

Stourm eure gant kalon ’n e blas,
Hag heñ semploc’h ha skwisoc’h c’hoas…

An Albaned, ’oa nec’het meur,
’Gri d’an drede : « Sikour da vreur ! »

Re ziwead ! trec’h c’hoaz, Horas
D’an hini ’oa warlerc’h ’droas :

« Ma breudeur ! ’meañ, venjed oc’h !
An enebour a chom pelloc’h