Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
brema, goude kemendall a c’hevier en deus dislonket diwar va fenn ? — Hag an autrou Fich-Fich a zalc’he da darc’hao war an nor, ken a barstrake.
- — Tavit, autrou, na oelit ket !
- Eun ael eus an nenv vo kavet ! —
a ganas raktal eur vouezig flour ; ha Fich-Fich a oe brumennet e zaoulagad gant eur goulou ker splann, ma oa hini al loar mouget gantañ ; hag e welas eun ael o tisken deus an oabl. Hogen, dre ma tostae ous hon paour-kaes bern pri ha fank, e tisplannae hag e vihanae tam-ha-tam ; pa gouezas e kichen Fich-Fich, e oa deut