Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
N’oa ket e gomzou peurlavaret, pa grogas unan eus an aelez en autrou Fich-Fich, hag her stlejas adrenv, d’an daou lam ruz, bete beg an toull. Gwelet a reas neuze ar c’harr douget en ær gant ar pevar marc’h, a oa eskellek, hep m’en dije taulet pled da ze ; heñ e-unan a oe taulet gant an æl dious lein ar grec’hien d’an traoñ, ken a gouezas ruilh-diruilh… en e wele, elæc’h ma tihunas krenn. Kement en doa graet, gwelet ha klevet en noz-ze n’oant nemet hunvreou.
— Feiz va Doue ! emezañ o tremen e zaouarn war e zaoulagad, en nosvez-ma em eus bet eur gentel vat. Elæc’h klask kentelia ar re-all, e renkin hiviziken laret ma gwirionez d’iñ va-unan ! —