Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
III
AR BUGELIG HAG E VAM
An intanvez ’lak he mabig
Klenk ’bars e gavel, kousket mig ;
A gempen ’neañ gant preder,
A ra d’eañ eur pok tener,
Ha skwis gant he dervez labour
En em ro d’an hun flourik-flour,
Heb ankoaat he zam peden
’Vel ma tere ous pep kristen.