Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/42

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



III

P’eo dizemplet, er memes lec’h,
Emañ Yannig en he divrec’h,
Dour ’n e zaoulagad liv an ne,
’Vel war glizin gliz ar beure.

Ha hi raktal o taoulina :
— Ma Doue, m’ho trugareka !
Ma Doue, m’ho trugareka ! —
Ne c’hell laret ken, gant ar joa.


IV

Ar vam a gomze evelhen
D’he mab chouchet en he barlen
— Lavar d’iñ eta, ma Yannig,
Petra zo c’hoarvet d’it, paourig.