Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/48

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— N’oñ ket ’vit da c’hourdrous, Yann gez,
Daoust ma ’teus gret diñ kals enkrez !
Hep bezañ drouk, ne oas ket fur
Ankoat n’out ’met eur c’hrouadur,

Ankoat n’out ’met eur c’hrouadur,
Eur pautrig dilu, a dra zur,
’Vitañ da gerzet hep lïam,
’N eus ezom meur ali e vam !

Pautr ar puns, ’zonjés ’oa pidi
Anout da vont traou da c’hoari,
N’oa man nemet da skeud treitour
An ije da veuzet en dour !

Dre c’hras Doue, ma mouez dister
Zo deut bet’ ennout abret-kaer
D’as terc’hel war vord an isfont…
O sonjal e skrijañ gant spont.