Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Ne lavare ket, avat, pesort oa-hen ’c’h ober
Na pelec’h, pa dilamme warnañ ’n den du ken ter.
Koulskoude, ’oe galvet prest rag an autrou barner.
— Te zo bet neizour, ’mezañ, en lïorz ar maner !
Daou zac’h zo kavet eno, warne hano da dad,
A teus peurgarget a frouez, d’o c’has ganit, m’oar ’vad ;
’Met pa eo savet al loar deuz a greiz eur goabren
Out bet spontet gant da skeud ’vont war ar voger wenn,
Gant eur c’houezaden avel ha gant trouz an hegleo,
Ha spern ar c’harz, stag outi eur guchennig da vleo.