Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/61

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Sell al loar trueüs warnañ ;
Endro, mogeden an denvañ.

— Klevet e oa iboud an dour
Ha c’houez an avel flourik-flour ?
Klevet e oa son ar biniou
Er zal vras, ha youc’hadennou ?

— Mor hag avel a dave mik ;
O vont ebiou ne glevis grik
Nemet klemvan hag huanad,
Ken ’teue ’n dour em daoulagad.

— Gwelet e teus, pa dremenés,
Ar roue hag ar rouanes
Kuruned-aour, hag a bep tu
Arc’hant war o minteli ru ?