Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/63

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
VI


ROLAND FLOC’HIG E DAD


――――


I


Eun deiz an impalaer Charlez
Gant pennou bras e roantelez
En e gaer-veur a oa ous taul,
An delenourien en o roll.
Ne vanke d’e kig gouez na pesk,
Kufere, gwin kos na jist fresk ;
Er zal e luc’he a bep tu
Aour hag arc’hant, mein glas ha ru.