Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— Petra vern d’iñ sort tammig skleur ?
Eme neuze ar roue-meur.
Kaera maen a zo bet biskoas,
Hennes ’ma ken amañ, sioas !
Ar mæn-ze, sklaer ’vel an heol splann,
Zo laeret d’iñ, ha pell ac’hann
En koad Ardenn ema douget
Gant eur ronfl gouez e kreiz e skoet ! —
An dug Emon, Richard ar c’hont,
Turpin, an arc’heskob dispont,
Nem, pen a Vreiz, Garin, Milon,
Gwir vrezelourien a galon,
Ar re-ze, ’dal m’o deus klevet,
Pelloc’h ous taul ne zalc’hont ket :
— Sterniet d’imp hon c’hezek kerkent,
Ha prim hon dir, ma ’z imp en hent ! —