Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/73

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


E harnez lufr hag e zilhad
’Oa bet sautret gant poultr ha goad ;
Ha war e varc’h arre en hent
Ken a oa deut lec’h ma oa kent,
Lec’h oa e dad c’hoas kousket c’houek
Etal eun derwen vodennek.

Kichen e dad ’c’hourvez buhan,
O vezañ skwis-bras e-unan ;
Pa deuas an abardaez yen,
E dad Milon a zihun krenn :
— War-zav, Roland ; ma mab, war-zaf !
Kemer ma skoed, kemer ma goaf,
Ha lezomp an hun flourik-flour,
Da glask doare hon enebour ! —