Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/74

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Ha lammout war ar marc’h, o daou,
Ha ’rauk, adreus ar c’hoad, kroec’h-traou.
Mont ’rae Roland warlerc’h e dad,
Gantañ e skoed hag e c’hoaf mad.
Prestik goude ez int digouet
Lec’h en doa ’r pautr en em gannet ;
Edo ar ronfl war an dachen,
Goad en dro d’ezañ ’vel eul lenn.

Ar pautr Roland pa hen gwelas
A oe gantañ souezet-bras :
E zorn kleiz eno na oa ket,
Nag e benn, ’n oa d’ezañ troc’het,
Nag e grenn-vas, nag e gleze,
E skoed, nag e harnez ive ;