Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/75

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Ne vane ’met e gorf spontus
Hag e izili bras goadus.

— ’Chann ’ta, eme Milon kerkent,
Sell aze pautr e gorf divent !
Pegen nerzus e oa ’n derwen
He deus lezet eur c’hef ’velhen !
M’oar ’vad eo ’r ronfl am boa klasket ;
Ma Doue, ha me oa kousket,
O koll ’n enor da vezañ trec’h !
Keit e vin bev, em bezo nec’h ! —


III

Laret ’rae ’n impalaer Charlez
War dreuz e zor, gant kals enkrez :
— Daoust hag eo yac’h ma zud dispont ?
Goall-bell e kav d’iñ e chomont…