Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/76

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Piv eo henhont a welañ-me ?
Ma feiz roue, piou a vefe
’Met an dug Emon, gwisket dir,
Ha penn ar ronfl ’beg e c’hoaf hir ? —

Emon a zeuas, ankeniet ;
O stouï e c’hoaf, ’n eus laket
Penn ar ronfl ous treid ar roue.
— Me ’m eus kavet ar goall benn-ze
Sautret gant poultr ha ruz dre voad
E mesk ar strouez, e kreiz ar c’hoad ;
Kant kammed pelloc’h, korf an den
A oa ledet war ar c’hlazen. —

Goudeze ’n arc’heskob Turpin
En deus kaset, o vouzc’hoerzin,