Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/80

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Ha ’dal ma welas ar maen flam,
Ar roue laras gant estlam :
— Gloar da Vilon ! gloar ha trionfl !
Hennes eo gwir trec’her ar ronfl !
Hennes an hini a droc’has
E benn hag e zorn d’al laer bras,
Hennes en deus diwar e skoed
Va maen burzudus diframmed ! —

Milon a zistroas buhan ;
Ha souezet gant al luc’h splann :
— Roland, va mab, kleo ’ta, pautrig,
Piv ’roas d’it ar seurt braoig ?