Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/9

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

KENT-SKRIU


────


(iéz Guéned)


Sklerdéramb ol er speredeu
Hemb diséhein er haloneu.
Brizeuk.

1. — Er guerzennou, er sonnenneu hag er marvailheu e gavér él livr-men e zou bet, en darn muian a nehé, mollet é Feiz ha Breiz guéharal, pé é Kroaz ar Vretoned. En eutru F. Vallée, e zou é pen er gazeten-men, ur guir ami d’er Vreihis, en des plijet getou rein en dorn d’ein de zibabein ha de reneùéein me hannenneu ; rak, dré ma veint lénet get éleih mui a dud, m’em es ind kanpennet akerh éndro ha lakeit é galleg. Distroeit em es eùé mar a unan a nehé é brehoneg Guéned. Harpet on bet é kement-sé get en Eutru Guillevic, e houi mat