Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/169

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

bed pouezed ar mad ag an droug ho deus great var ao douar, a zo red dezho mont, alies eur pennad brao a amzer, e tan criz ar purcator. Divar benn an eneou-ze c carfemp lavared eur ger benag, evid alia stard ar re zo c’hoaz var an douar e tro da ober eur vad benag dezho, d’en em rei, e peb amzer, ag ispicial epad miz du, miz an Anaon, d’ar beden, d’an aluzen, d’ar binijen, evit m’en devezo an Autrou Doue truez outho, ag ar vadêlez da verrât ho phoaniou. I Dourn Foligno Ne lavaromp ket : an den-ze nêvez maro a ioa eur zant, ar vaouez-ze a ioa eur zantes : n’ho deus ezom ebed euz hor peden- nou. Piou en d*us lavarcd dcoc’h an dra-ze? Ag buspen-ze red eo beza ken divlam evid beza mad da vont en Env! Selaouit an historzo ama varlerc’h. . E kear Foligno en Itali, e tiscuezcr, en eur gouent leanezed, roud eun dourn var eun or : an dourn-ze, a lavarfed, a ioa evel eun dourn houarn ruz, ar bizied distag mad an eil dioc’h egile. Getu ama petra zo bed c’hoarvezed, brema zo var dro anter- cant vloaz : Ar superiores a ioa nevcz maro er goucnt-ze evel eur zantes : al leanezed a zonje muioc’h en em erbcdi outhi evel ma vije bed er Baradoz, eged da bedi evithi ma vije bed e tan ar purcator. Eun devez, unan euz al lcanezea a ioa, en eur gambr, e labourat vardro al lienach, pa dcuas ar superiores névez maro da apparissa dezhi. Al leanez, ha n’e ket souezus, a voe stra- fuilled oll. An hini varo a c’houlen outhi : — Perac al leanezed ne bedont ket evidon ? — Abalamour e creder emaoc*h er Baradoz. — Er purcator eo emaoun, ag eno e c’houzanvan poaniou braz meurbed. Neuze ec’h arpas he dourn oc’h an or, ag e zeas quitt, en eur lèzel an testeni-ze deus guirionez ar pez a lavare. N’euz ket a ezom da lavared ha peded e voe, ha caloneg, evid anhinivaro. Aben eun nebeud deveziou goude ar superiores nèvez a voe roed dezhi da anaout oa bed selaoued pedennou al leanezed, ag oa ea| eae an hini varo euz ar boan d’an eürusd