Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/171

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

glC — 181 — An Impalaer ag a ioa apparissed d’he voereb er memes lec^h ag er memes doare, a ziscuezas he anaoudègez vad gant ar c’homzou carantezussa, ag he ene a zavas etrezeg an Env evid caout ar gurunen a ro Doue d’ar re a gar anezhan. Doue en deus lavared : Eürus eo an dud truezus oc’h ho nessa : rac truez a vezo outho ive d’ho zro. Oh! ne ancounac’haomp ket ar c’homzou-ze lavared gant Doue he-unan. Ennho e cavomp eun ali euz ar re gaera, evel ive eur bromessa ag a vezo dalc^hed sonj anezhi gant Doue, ha ne canomp da ober mad e kenver ar re veo evel e kenver ar re varo. Hon-unan e varvimp ive, ag eb dale cals marteze ; ar muzur bian pe vraz hor bezo kemered e kenver hon nessa, a vezo lakeat ive en implij gant an Autrou Doue evidomp. Ag evid ar pez a zell oc’h mad eneou ar purcator, etre hon daouarn e zeus cais muioc’h a draou da ober vad dezho eged na zeo3 e galloud eneou ar Baradoz : ar re-raa n’int nemed evid en em erbedi oc’h Doue, el lec’h ni var an douar hon deus ouspen ar beden, ar binigen, an oferen santel da lavared pe da glêved, ar gommunion, an aluzen, an induljancou ag a vezo digemered mad ho frouez diganeomp gant an Autrou Doue, p’ho eJhinni- gimp dezhan evid ar vugale-ze a gar kement, en deus kement a vall d’ho gueled en he gichen, ag a zo dale’hed c’hoaz e tan ar Purcator, ma ue deu ket tan hor cTiarantez evitho da vouga tan ar Purcator. AN ITRON VARIA A GUZUL VAD D"an daou varnugent a viz ebrel er bla-ma 1903, hon Tad Santel ar Pab Leon XIII en deus gourc^hemenned ma vije astenned Litaniou ar Verc’hez Vari deus ar c’homzou-ma : Mater boni consolii, orapro nobis, Mam ar Guzul vad^pedit etidomp, lavared varlercTi ar c’homzou-ma : Mater admira- hilis, ora pro nobis, Mam burzudus, pedit evidomp. Al lizer scrived evid cass ar gourc^hemen-ma dre ar bed oll, isse da zonj euz ar pez e deus, epad he buez, great ar Ver- evid caout an hano-ze. genta, en em unaned he deus a galon vad gant sonjou an ITialloudeg evid ar pez en doa c’hoant da ober en eur zigass h var an douar d?en em ober den eveldomp : ha kementse