Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/204

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

Hag e klujas var ar vantel En oa ledet an den santel. Ouz ar vantel, p’hen eus sellet Eur c’hornik koant hen eus guelet Guelet en cus eun toullic koant LcacTi ma lake e benn ar zant. Ar glcan oa flour, klos an toullik, Goudor avad vel eun neizik « Aze ven brao! » ’me al labouz Ag hen ha dao ebarz didrouz. Ne zaleas ket gouscoude... An evn eur pennadik goude A flipe kuit ’n cur richana Drant ha lirzin eb ehana. Peurc’hreat gant ar zant he labour E tap e vantel diouz ar skour; Souezet oe, souezet bras Ouz e vantel na pa zellas. Ouz e vantel na pa zellas En eur c^hornik hen a velas Eur vi bihan, oh! bihannik Toffet gant al laouenanik. Hag o velet eur vi ker koant Oe tenereat kaloun ar zant; Outhan e chome da zellet : Tostik, me gred, en dije welet. Hogen, epad medo ar zant O sellet ehoaz ouz ar vi koant Goustad e klemme an evnik E glemm a voa eur bcdennik. « — Tavit da glemm, evnik Doue A gan bemdez en hon toue ; Ne fell ket din lemmel ho neiz Nagober drouk d’an evned keiz. » Ha var ar skour an deu santel A led adarre e vantel, Ha goustad, goustad ’n e gornik E laka vi koant an evnik. — 244 — AR B0KED01 IIOZ 16 ilt Ul\ Var don : Bosaen EllianL En eur c’hartcr cuz a Vro-C*halI Edo e chom, en anizer guechall, Eun autrou braz, dezhan kals aour, Mes guall didruez ouz ar paour. Digitized by