Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/266

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

mam ! va mam i Bet eo bet ar Verc’hez ! N’em eus ket guelet he bizach, mes gucnn cann eo, hag eur vouez dous e deus evel eun eal. Etre daou Laouik en doa guelet dija petra voa var an daol. Bet eo sur, va mam ! Sellit zo ama! hag ouspenn ar bouet a ioa eno e poursach, he zorn a guezas var eur ialc’had arc’hant. Sellit, va mam, arc’hant zo ive ! Ar Verc’hez so bet ama sur ! An itron Kerivaz e doa roet ar fiscoan, hag an dimezellet o doa lezet eno, en eur ialc’h, talvoudegez an delou mad a dlie ho mam da rei dezo. Madalen Pelliven a zirede an dour eus he daoulagad, hag en em daolas d’an daoulin da ober eur beden calonec evit tud ar maner, rag hi hag he map cossa a vouie avoalc’h piou oa ar Verc*hez a oa bet eno. Antronoz vintin, an hini glan a lavare ive d’he mam : va mani, me ne ouzon ket pe eun huvre am eus bet, pe ez eo guir ar pez am eus guelet. Ar Verc’hez pe eun all bennag guenn cann, guen skedus, so bet en ti. Me’m eus clasket digeri va daoulagad, mes ho zerra am eus ranket, kement e lugerne. O sonjal e c’helje beza ar Verc’hez, em eus he fedet, mes a galon epken, da rei din iec’het, hag oun en em voestlet da vont da zervicha Jesus hag he vam santel d’ar gouent, mar bijen pare. Mes nfem eus great nemet huvreal, ha ne ket-ta, va mam ? — Eo, va merc’h, hoeh huvre so guir. Neuse e lavaras dezhi ar pez a voa c’hoarvezet. Mes, va merc’h, eme an intanvez, neuze-ta, mar pareit, em c’huitaot. — Oh f va mam, mont da zervicha Doue ne ket ho kuitat eo. An deiziou varlerc’h,Madalen a ieas gant he bugale da druga- recat an itron Kerivaz hag he demezellet. Louizaik, ar verc’h clan, a bareas. Da viz even oa cre avoalc’h evit mont da bardona da Rumengol; ha goudeze eo eat d’ar gouent evel m’e doa en em voestlet da vont. Mikeal a zo demezet da verc’h an hini ma laboure dezan. Laouik so er maner e servich an itron Kerivaz. N?eus mui gant an intanvez nemet ar verc’h iaouanca pehini so en oad da ober he fasc er ~i, hag a so ive brema bras avoalc’h evit mont gant he .’arPelgent. Setu penaus e coez bennoz an env var an c’h ma zeus doujans Doue, var eur vam hag a boagn da ^Tennadurez kristen d’he bugale. (Kenlelliou). Digitized byGoOglC