Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/298

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

scriva e Feiz ha Breiz : alied eo bed ar rener nevez ag an neb en deffé c’hoant da rei an dourn dezhan, da boueza var levriou ag a zisplegfe traou henvel oc’h ar pez zo el levriou galleg : VAnnée liturgique, great gant Dom Gueranger ag he vreudeur e Sant Beneat: Goulen a rear ma vo scrived Histor Breiz, anavezed nebeud avoualac’h gant tud hon bro : plijadur ho deffe an dud divar ar meaz e lenn ar pez a zell oc’h ar mareou ma zeus bed eun tam freuz benag e Breiz. A bep tu e clêver hano e Leon, e Kerne, e Treger deus tud yaouanc ag a laca ho phoan da zizinoui ho c’henvroiz, e ©Tioari dirazho da zul traou plijadurus da veled ha da glêved, canaouennou ha traou all. Ha mad e ve da Feiz ha Breiz rei scoazel d’ar seurt c’hoariou-ze ? Enebourien ar Feiz catholic ne zaleint ket marteze da glasc touelli an dud divar ar meaz gant ar seurt traou-ze. Ha ne ve ket mad deomp clasc ober guelloc’h egetho, ha destum en eul levr benag meur a histor henvel oc’h hini ar Mab prodig ag ouspen ma vent mad da veza lenned gant mignoned ar brezoneg, a hclfe beza c^hoaried dirac par- reziou ha broiou a bez. Tost da ziv heur eo bed paded emglôo Landerne: fizianv hon deus ez eus bet great labour vad: pedomp sent coz Breiz-Izel da choulen evidomp digant Doue nerz-calon da vale var ho roudou er bed-ma evit ma cheUirap en em gaout gantho er bed all. Evelse bezet great. D. C. L. G. Konferansou an Aofrou J. (JUÉRÉ I. — Deveriou ar priejou Tri dever. Red eo : Da genta, en em glevet. Trous ebet morse. Ilistor Dider, eur goas hag a lavaras d’he bersoun en doa keus daveza dimczet. Perac ta ? eme ar belec. — Perac ? va grec e deus eun teod avalou put. — Ah ! ia. Mad, pa c’hourdrouzo, iviziken, arabat d’id respount netra nemet Digitized by GoOglC — 6 —