seiz all, eur vech a eneb pevarzeg, hag eur vech all a eneb tregont zoken.
E Paris edo, e penn eur vandenn lamponed ha laeron pa deuaz he dad da vervel. Neuze e tistroaz da Rouazon evit renka afferiou he famill, hag o velet pegeraent a zou- janz a oa evit an dud a Lez-Varn, e c’hoanteaz prena eur garg a Gonseiller el Lez-Varn. (Conseiller au Parlement de Bretagne).
Ar skuer fall a roe a oa breman noazusoc’h c’hoaz eget araog, abalamour d’ar garg huel en d’oa. Kreski a rea bemdez he fallagriez ha n’en doa mui mez ebet o tiskuez n’ez oa tam feiz en he galon. Eun dervez ma lavare n’en doa mui aon rak netra, e tennaz gant eur bistolen varzu ar gurun o krozal a zioc’h d’he di. Goudeze ez eaz da gousket, dizoursi kaer ; hag en dervez varlerc’h ne reaz vân ebet o klevet ez oa kouezet ar gurun var an ti hag en d’oa losket penn he vele. Eun dervez all koulsgoude, epad m’edo oc’h ober hent var varc’h, e oue diskaret gant ar gurun hag ez eaz da choucha dindan kov he varc’h. Tremenet ar bar arne, e savaz mez ganthan da veza bet aon hag e klaskaz rapari ar pennad sempladurez-se. O veza klevet oa eun den hag a glaske anezhan epad an noz, evit he laza, ez eaz dirazhan. Pa oa erruet en he gichen, an den-man a laoskaz varnezhan eun tenn fuzuil heb ober drouk ebet d’ezhan, hag a c’houdevech, Keriolet a grede patant n’en d’oa mui aon da gaout rak den na rak netra.
Epad m’ac’h astenne evelse bemdez chaden he vuez gant torfejou ha pec’hejou deuz ar re oassa, ez omp soue- zet o c’houzout e chomme c’hoaz eun neubeut feiz gan- than. An dra-man a verk d’eomp pegen doun ez a, e kalon eur bugel, an deskadurez en euz bet var barlen he vam. Doue a roaz da Geriolet ar c’hraz da velet sklearhe blaz en ifern ma kendalche var ar memez hent, hag hen a oue ker spountet ma fellaz d’ezhan distrei da Zoue. Chench a reaz buez goude beza goalc’het he ene, ha dre ar binijen eo e fellaz d’ezhan rapari he vuez tremenet. Dont a reaz d’ezhan, zoken, c’hoant da vont d’ar gouent, ha digemeret e oue e kouent ar Chartreuzed etal Auray. Siouaz, heb dale e teuaz keuz d’ezhan, hag hen er meaz, goude beza tremenet eno eun nebeut miziou.