Peurvuia, eme sant Paol, ar re a zistro, evel ar c’hi d’ar pez o deuz dislounket, goude beza bet kement a c hrasou nerzuz, a goll ho ene. Mes Doue a felle d’ezhan rei danaout, evit mad ar re all, peger braz eo he druga- rez. Ret eo ive hen anzao, an den fall-man, beuzet e ke- ment a zizurchou, en doa c’hoaz daou dra vad : Mad e oa d.ar paour, daoust ma oa stag he galon euz ari arc’hant; hag ouspen, daoust ma lavare ne gredc nag e Doue nag en ifern, e karie koulsgoude ar Verc’hez Vari, ha bcmdez e lavare eun Ave Maria. 0 vale bro oa dre ar France pa zigouezaz e Loudun, hago tremen abiou iliz ar Groaz Santel e klevaz kalz trouz ha jolori en Iliz. An dud a lavaraz d’ezhan ez oa eno merc’hed hag a oa an drouk-speret ennho. Edot, d’ar mare-ze, o lavaret pe- dennou varnezho. Ne oue ket pell o vont en Iliz, mall en d’oa da velet ar merc’hed-se, kollet gantho ho skiant, emezhan. Abalamour ma oa nevez crruet e Loudun, an droug- sperejou n’hen anavezent ket c’hoaz, hag o velet en d’oa eur c’hleze, e lavarjont d’ezhan dre c’hinou ar merc’hed possedet, ez oa eun den a vrezel, nerzuz ha kaloneg. Hen a respontaz ne oa keteun den a vrezel, mes eun den a lez- varn. N’euz forz, emezho, kement a nerz-kalon a ranker kaout evit renta ar justis ha ma ranker kaout evit ober brezel. An oll, koulz lavaret, a grede start ez oa an diaoul e kor- fou ar merc’hed-se, koulz ar veleien hag an dud a lezen, hag ar vedisined. Pephini a rea d’ezho ar goulennou a blije ganthan. Keriolet a oue nec’het braz epad an noz ha ne gouskaz tam. En dervez varlerch e teuaz adare, ar bemp a viz genver 1636. An drouk-sperejou o doa bet amzer da c’hou- zout piou oa Keriolet, hag a lavaraz d’ezhan : « Da betra e teuit-hu aman, etouez ar merc’bedigou-man ? N’oc’h euz netra da ober aman. » An Tad a rea ar pedennou a respontaz : « Ar pez a vel hag a gleo an dijentil-man a rai d’ezhan marteze chench buez. » Ni a viro outhan, eme an drouk-sperejou. Neuze Keriolet a reaz d’an diaoul teir goulen : 1° Piou en d’oa miret ouz ar gurun d’he laza pa oa kouezet var
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/318
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ