ha dour, hag epad he veachou pa ’z ea da velet ar re glanv en hospitaliou, e klaske atao ar re o d’oa klenvejou euzuz, ha diou pe deir guech eo bet e Rom; epad an hent e veve atao divar an aluzen. Re hirr e veffe d’in komz divar benn kement pinijen en euz great, rak c’hoant en d’oa da ober kement a binijen ha m’en d’oa great a fallagriez. Ma oa burzuduz hc binijen, ez oa brasoc’h c’hoaz he garantez evit ar beorien. Gouzout a rea breman cz eo an aluzen guella zo evit netad an eneou goude an absolven, hagoude fyeza great eun hospital deuz he vaner, e tispign he oll beadra evit ar beorien. Mont a ra d’ho c’hlask he-unan, ha meur a vech e toug anezho, gant aon ne vent re skuiz. Mar d’eo guisket fall he-unan, e visk mad ar re all, hag en he di, ne vank ne- tra, na dillad na traou all evit an oll beorien. Ne ehan da gemeret soursi outho, hag evit ober vad ive d’ho ene e ’c’houlen digant an Aotrou ’n Eskop ar galloud da govez. Eur c’hart leo deuz he di, etal eul lanneg vraz hannvet Lann-ar-Mont, ez oa chapel Itron Varia a druez, eno e lavare peurliesa an ofern hag e selaoue kovesion ar beo- rien hag ar beorien hebken. Bemnoz goude ar prcd diveza e tastume ar beorien en dro d’ezhan evit klevet eur sarmoun pe klevet lenn eun dra zantel benag; goudeze e lavare gantho ar pedennou hag e kase pephini beteg he vele, en eur rei he vennoz dezhan. Deuz ar mintin e lavare ive ar pedennou hag epad lein e lavare adare eur gomz vad benag. An amzer a jomme ganthan goudeze a vije tremenet er chapel hag aliez zoken e save e kreiz an noz evit mont di da bedi. An Aotrou Keriolet en euz, siouaz d’eomp, taolet en tan ar pez en d’oa skrivet divar benn he vuez diroll hag ive divar benn ar vuez santel en euz renet pa ’z eo distroetda Zoue. Anez on devije gallet diskleria penn da benn peger braz eo bet he binijen ha peger poaniuz ar beachou hirr en deuz great dre binijen ive. He beden a oa heb ehan hag atao e lavare ar memez tra. Peden ar Publikan e traon an Templ a oa ive he hini ha ne skuize morse ouc he lavaret: « Va Doue, o pet truez ouzin rak me zo eur pec’her braz. » Guelet anezhan o lavaret an oferen a oa aoualc h evit Digitized by GoOglC - 20 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/321
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ