Al labousik, o labourat Var dro an tal a ioa leun c’hoad, A stokas outhan he vruched, Ha gant ar goad e oue ruziet. Neuze, Hor Zalver d’al labous A lavar gant eur vouezik dous : « Ra vo varnout ha var da ouenn » Bennoz Doue da virviken ! » Evnik benniget, te zo bet » Em c’henver truezuz meurbed ; » Rak-se fell d’in var da vantel » E chomfe merk va goad santel. » Ar bwgel. Nag hi zo kaer, o va mamm ger, Histor labousik Hor Zalver ; Santout a réan, o selaou, Va daoulagad leun a zaelou. Ar van. Daoust hag ato ouz ar voc’h-ruz E vo da galoun truezuz ? Peleac’h e kavo digemer, Pa zigouezo kriz an amzer ? Ar fcugel. Ato, va mamm, em bo truez Ouz ar voc’h-ruz en dienez, Ha pa rankfen, da rei deza, Dioueret lod euz va bara. E leac’h choum dindan an amzer, Er goanv, labous Hor Zalver Dispount a c’hello dont ama E korn an oaled da domma. Ar umm. Gant joa e velan, va bugel, Eo d’id talvezet ar gentel ; Desket ec’h euz gant ar voc h-ruz Kaout eur galoun drugarezuz. HARZEREZED JOSSELIN Epad ar goueliou kaer a zo bet great e Josselin (Mor- bihan) e miz du diveza (1904) en enor d’ar Verc’hez Vari konsevet heb pec’het, an Aotrou Falher, missioner, en euz komzet dirag ar bobl tud a oa eno, divar benn ar re A. M. D. G. — 50 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/346
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ