Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/349

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ni? It, kos klaskerezbara, it gant hoc’h hent, pez didalvez, ha roit peoc’h d’eomp. » Ho c’hounar a greske hag ar goall gomzou da heul, .hag hint da issa ho c’hi varlerc’h ar baourez. Ar c’hi a ieaz d’ezhi en eur harzal. Kerkent ar baourez a zistro varzu ennho gant eun doare rust meurbet, an truillou a gouez divar he diskouaz hag hi kaer en eun taol, ha skeduz evel unan benag deut deuz an Env. « Ar Verc’hez Vari ! ar Verc’hez Vari ! » a lavar ncuze ar merc’hed, spountet oll. « Ia, merc’hed divergont, me eo ar Verc’hez Vari, goall disprijet ganeoc’h ; hag abalamour ma ’z eo ken kaledet ho kalon, c’houi a harzo hiviziken, c’houi hag ho merc hed, evel ar c’hi-man oc’h euz isset varnon.» Setu aze ar gontaden, n’em euz ket da boueza evit lavaret n’eo ket an histor guirion. Ar pez a garfen gouzout eo: a beleac’h e teu. Ne gredan ket e ve deuz Josselin, rak tud parrez Josselin n’o deuz morse harzet. Lod a lavar eo e Bignan, ar c’hanton tosta, eo bet savet an histor, hag ez eo ’n em ziskouezet ar Verc’hez d’ar merc’hed difeiz a laboure da c’houel ar Verc’hez kon- sevet heb pec’het. A dra zur n’eo nag e Bignan nag el leac’h all, mes an historiou a ia atao en dro. Meur a hini deuz ar re a zoouz vazelaou odeuzmarvad guelet tud, klanv gant klenved ar Verc’hez. Evit ar re n o deffe ket guelet, e lakean aman ar pez a lavar an Aotrou Jeannel, mestr ar phüosophie eRouazon, 1855. Skriveten euz ar pez en euz guelet. « An Harzerez, emezhan, a oa pladet var eur gador, n’helle ket en em zerc’hel, he fenn var he gostez,he divreac’h maro, azistribill.... Diou blac’h a harpe anezhi evit ober d’ezhi chom var ar gador, n’edont nasouezet na spountet. An hini glanv koulsgoude ne deue ket ennhi he-unan, ar ronkel a oa ganthi, haghe c’horf a bez a deue bep mare da hoja. Kass a rea adren en eun taol he daouarn digor frank, hag he divesker o plega hag oc’h eüna a daol, a rea d’ezhi poueza var adrèn heb gouzout dare d’ezhi. Ne denne mui he alan nemet drc roc’hadennou, ankeniet meurbet e d’oa an doare da veza.....Eur pennadig e chommaz heb loc’h, ha kerkeut, en eun taol kount, he c’horf a bei a ra evel lammou, hag el leac’h tenna he alan, e c’harz evel eur c’hi. Kredi mad a rean n’helle ket beza goasoch, ha koulsgoude heb dale e kouezaz varnezhi eur bar all spontusoc’h c’hoaz. Teod Digitized by GoOglC — 53 —