Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/351

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

— 54 — Dre-ze eo anet n’eo ket gnir ar pez a leverer : e vez aa harzerezed kalz goasoc’h pa zigouezont var douar Itron Varia an Drein. Ar pez so guir eo an dra-man : Kalz a vez skoet e kear Josselin, ha zoken en iliz dirag aoter an Itron Varia. Er bloaz-man 1904 da bardon braz an eiz a viz guen- golo, unan e deuz adarre harzet en iliz. An Harzerezed koulsgoude a vez pareet ouspenn e Josselin. Beza ez euz eu eskopti Guened diou chapell all, el leac’h ma tiskouez ar Verc’hez Vari he galloud aenebar c’hlenved-man. Itron Varia Kemper e Sant Congard hag Itron Varia Kerdroguen e Colpo. Itron Varia Kemper a zo hanvet ive an eil Josselin ; hag Itron Varia Ker- droguen a oa guechall evel ma ’z eo hirio Itron Varia an Drein e Josselin ; brudet oa he fardoniouhag ar belerined a ie di a vandennou. Ouspenn zo : N’euz ket pell em euz klevet an Aotrou Digabel, person Sant Yan Brévelay o lavaret ez oa bet galvet da vont da velet eun Harzerez kouezet klanv en eun hostaliri deuz he barrez. Rei a reaz dezhi da bokat relegou Sant Armel, a zo en he iliz parrez, ha kerkent ar vaouez en em gavaz pare. Hag an intanvez Brulé e deuz lavaret d’in e kouez klanv ken aliez guech ma ’z a da bar- dona da Santez Anna, mes eno e kav ive ar pare, o pokat da relegou imaj koz Santez Anna. An traou-ze a zo burzuduz meurbed, rak n’ouzomp ket petra eo ar c’hlenved-se hanvet drouk ar Verc’hez. Lod a lavar o deuz ar sperejou perz ennhan. Lod all a lavar ez eo eur c hlenved hannvet e galleg histéro- épilepsie. Ne glaskan ket beza lakeat e renk an dud desket braz ha nebeutoc’h c’hoaz etouez ar vedisined, n’em euz da ober nemet lavaret ar pez a ouzoun divar benn an Harzerezed, hag an tri zra ez an da lavaret, elleac’h lakad sklerijen da bara var ar c’hlenved burzuduz-man, a rai d’eomp kaout anezan burzudusoc’h c’hoaz. 1° Bugale vian a eiz, nao bloaz o deuz harzet, bugale Kamors da viana. Eur bugelig nao miz, deuz Sant- Allouestre, en euz karzet ive. 2° Klanvourien bet kouezet aliez er gear, a zo bet pareet evit mad o tont da bardona eur vech hebken da Itron Varia an Drein e Josselin. Eur plac’h yaouank, matez e Digitized by GoOglC