C — 58 — MATHURIN Mam an aotrou, Francès, hounnez oa eur zantez, Ker mad evit an oll, ken dous, hag hi mestrez, Ken devot pa bede, ma kredan heb douetanz Ez eo eat var eün da gaout he rekompanz. FRANCÈ8 Piou a c’helfe krcdi e deuz eun eal ker guen Maget gant karantez eun diaoul var he barlen ! MATHUUIN Eun diaoul, e guirionez ; mes he vam ker zantel, A bed kement Vithan, ma teui da veza El. FRANCÈS Mathurin, mar d’eo guir ar pez a livirit Me baeo kraon kelvez... MATHURIN O va Itron, pedit Evit ho mab, a zo hanter gollet, Pedit, euz bar an Env, evit Keriolet. Guechall pa edo c’hoaz kraouadur bianig Kousket en he gavel, ker koant hag eun elig, Me, sioul hag azezet etal korn an oalet He 0’hleve alies da Zoue o laret : « Setu aze va mab, diouallit anezhan, Rak guelloc’h ve ganen ve ar maro ganthan Eget ne ve taget gant ar pec’het marvel »...... Eun dervez ez oa deut ganeomp da lavaret Ar beden diouz an noz araog mont da gousket, Hag e lakeaz va dorn en he dorn, ha, dousik, Evel pa vije bet o komz ouz he mabik : Mathurin, emezhi, hag he mouez a grene, Karit va bugelik, ha goulennit ouz Doue Ar pez a c’houlennan me va-unan bemdez. Goulen petra, Itron ? Ma vo beleg eun dez. Hag aboue me lavar, bemnoz va chapelet -’Vit ma vezo beleg, eun deiz Keriolet. FRANCÈS Neuze oc’h euz labour gant ho chapeledou, Rak me gred e kollit ha poan, ha pedennou. Digitized by GoOgl
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/355
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ