Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/368

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

deuz he gouent koz, gant rna kavche etouez he veleien, relijiuzed aoualch, pe dost, evit he ren. An Aot. 6uen, deuz ar re genta a gemeraz hent ar Pierre-qui- vire, ha d’ar zeiz a viz Here 1874 e kemeraz guiskarnant an Urz, d’an dek a viz c’houevrer 1876 e reaz he veuiou kenta. Neuze e oue karget da ren ha da skolia ar vugale yaouank a rea ho studi er gouent, evit en em rei da Zoue divezatoc’h. D’an ampoent, an Tad Abat Dom Bernard Moreau a laka sevel Kerbeneat, hag ar breur Maure Dela- levée a oa an architecte; an Tad Corentin a ieaz d’he zikour, hag heb dale e stagaz gant ar missionou, pa vije goulennet. Dar bemp var-’n-ugent a viz Here 1879 e reaz he veuiou braz assamhlez gant an tad Maurice Guérin, en d’oa ana- vezet e Scaer. Azalek neuze buez an tad Corentin a zo bet buez eur missioner, ne vije er gouent nemet eur vech an amzer evit diskuiza ha tomma he galon hag he zevosion assamblez gant he vreudeur, evit labourat adarre. He brezegennou a blije d’an oll, hag eun dra nevez ez oa klevet eur manac’h, guisket e manac*h, o komz brezonek. Er blaveziou diveza-man e sikouraz adsevel al leorik- man, Feis ha Breiz, hag ennhan en euz skrivet kalz a draou talvouduz d’an eneou. Epad ma rcr brezel d’ar brezoncg, en d’oa c’hoant startad hor yez koz en hor bro, rak, emezhan, gant ar brezoneg ar feiz ive a iafFe kuit. Feulia a rea, leun a anken, an hent a rea bemdez ene- bourien an lliz, en hor bro ; ha ken leal oa he-unan, ma ne grede ket e c helle an dud beza ken fall hirio. Siouaz, kredi en euz ranket, pa ’z eo bet taolet er meaz euz he gouent, p’en deuz guelet difoueltra Kerbeneat ha diskar argouez kaer a oa savet tro var dro (hirio, ar gouent he- unan a zo guerzet). Koulsgoude, ma ranke anzao ez oa tenn ar brezel, e lavare atao e vije guellet heb dale an traou oc’h eüna hag ar c’houenchou o sevel a nevez kae- roc’h eget biskoaz. Setu petra lavare en eur vont da Vro-Zaoz, ha da chortoz he galon a oa rannet o rankoul dilezel he vro evit mont da gaout he vreudeur. Eno ive ez euz kalz vad da ober, ha zokén, pell e oa en d’oa c’hoant da vont da brezeg ar feiz, er c’harter-ze deuz Bro-Zaoz, rak an dud atfhano a zo eun tam kar d’eomp hag ho yez a zo br