eun all, eur pot houarn brassoc’h evit eun ilis. — N’eo ket guir eme ar c’henta. — Eo, eme an eil, eur pot great exprez evit poazad ho kaolen c’hui. — Gaou fentus ho daou. — Den n’ho c’hred. Ar gaou fentus a gount neu- beut ha peurliesa tam ebet dirag Doue. 2° Ar gaou noazus, eo an hini a rear evit ober droug. N’hi her guelo varlerc’h, hannvet eo falz-prezegerez. 3° Ar gaou talvoudus eo an hini a rear evit en em zizamma an-unan pe evit dizamma eun all. Mes : « non sunt facienda mola ut eveniant bona » : Ne dleer ket laret gaou evit tenna mad anezhan. 3° An drouc-prezegerez. Drouc-prezeg eo dizoloi man- kou an nessa dirag ar re ne anavezont ket ar mankou-zc ha n’o deus ezom ebet d’ho anaout. Dirag ar re ne anavezont ket. Ne zrouc-prezeger ket evit lavaret d’an nep a c’hoar dija... Ha n’o deus ezom ebet... pa ve ezom n’eus ket a bec’hed. G’hui a ia da ge- meret eur plac’h fall en ho ti... C’hui a c’houlen diganhen petraeo... Me he anavez hag a lavar : na rit kct se... n’em euz pec’het ebet : dre garantez eo e vankan d’ar garantez. E pe c’his e trouc-prezeger ? 1° Ravodereziou Lod ne lavaront ket pikol tra : grac’herez, eommera- chou, ravodereziou, ar seurt traou-man nc viront ket mont d’ar barados... nucs plas ar c’houmperien, ar gom- merezed a dleffe beza er barados e toull ar skubcnna- chou... Cazeten ar barados... var an douar ho flas muia darempredet eo ar ster, an ti forn, an davarn. 2° Goal deodajou Ar goal deod a lavar goall draou. Hiniennou en em gemer dre finessa, a ra da genta kant tro d’ar pod : Ia, eun denmad... koulskoude... bah ! ne lavarin ket... mes evidon-me... Roet eo an taol flemm, etc, etc. Lori all a lavar distagel. En em gcmeret a reont peur- liessa ouz an dud muia estimet. Peurlïesa, da heul kementse, e kaver guarizi, jalouzi, — avechou c’hoant cozeal ebken, debron e beg an teod. Teodou aer viber atao ar flemm er meaz hag atao bilimm outhan. Digitized by GoOglC
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/371
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ