Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/379

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Treac’h eo va c’harantez d’hoc’h hini ragvac’halon-me a zo a grenn hag a bez <Tan Aoutrou Doue. Netra ne ra d"in tenna lagad divar Jesus. Nem euz aoun ebet da gaout, evel oc’h euz-c’houi, da veza touellet gant ar skeudennik koantiri ha madelez a veler o skedi en eur dremen, du-ma du-hont, er bed paour-man. Na trubuil na trebas n’em euz gant netra; ezom ebet da ziskuiza na deiz na noz ; n’em euz ken aket, ken zoursi nemet da garet Doue. Var-zu ennhan e nij dalc’h-mad va spered, varnhan e par heb ehan va c’halon. Va c’harantez zo treac’h d’hoe’h hini dre ma zeus ennhi muioc’h a ners hag a dan. Guelloc’h ec*h anavezan Jesus eget ne rit. Choui n’hellit guelet nemet he skeud ha c’hoaz, a bell hag evel a dreg-kein ; el leac’h me ’zo dirazhan tal-ha-tal. Deuz ho lagad-c*houi Jesus a zo kuzet en hosti evel adreg eur goabren : me avad, a dreuz ar goabrennik-se, a vel Jesus o vousc’hoarzin ouzoc’h. He vouez karantezus a zeu beteg ennoun, ha ken kaer, ken skedus e lugern dirazoun he c*hened. he zantelez, ma santan va c’halon o vont diganen, evel en despet d’in; hag en eur dridal, e kav ebad nijal a denn-askel da gaout ar gened burzudus-se ato yaouank ha nevez-flam hag hi o lugerni a oll-viskoaz ; hag hi great evit para da vïrviken. Ya, ya, eurussoc’h oun egetoc’h, rak treac’h eo va c’ha- rantez d’hoc’h hini. An Ene. — « Mad, Eal benniget, evidoun-me a gred hag a laka ez oun ive eurussoc’h egetoc’h-c’houi rag anat eo d’in en deuz Douc, em c’henver-me, merhet muioc’h a deneredigez. Kaeroc’h eo, hirroc^h e tal, mai kirit, karet Doue evel a rit; implija heb ehan, en he gers, speret, nerz ha kalon; evelato ni, hag a zo guisket deomp eur c*horf gant an Aotrou Doue, brava gavomp, ar pez a ra muia vad ha plijadur deomp, eo beza karet hon-unan. Eal Doue, kement a leac’h oc’h euz eta da gaout avi ouzin-me evel a ouffen da gaout ouzoc^h. ~ Digitized by GoOglC — 79 —